Film brezel

film brezel
rummad filmoù
Iskevrennad euswar fiction, Sinema Kemmañ
Danvez pennañbrezel Kemmañ
Roll elfennoùlist of war films and TV specials Kemmañ
Paths of Glory

Film brezel a vez graet eus un doare filmoù, eus ur rann eus ar sinema. Taolennet e vez oberezhioù brezel, dre aer, war vor, war zouar. Lodennoù emgann ar film eo ar re diazez. An temoù diskouezet a zo ar stourm, dreistbevañ ha terc'hout, kamaladiezh etre soudarded, an aberzh, dizenelezh ha dibouezh ar brezel, dilec'hioù ar brezel war ar gevredigezh ha kudennoù moral ha denel ganet adal ar brezel.

An doare filmoù-se zo liammet don gant istor an XXvet kantved. Broioù zo evel Sina, Indonezia, Japan, pe Rusia o deus un hengoun filmoù brezel, liammet ouzh o istor met gant stummoù disheñvel hervez ar vro. Eus filmoù birvidik betek dramaoù istorel pe istorioù karantez brezel, lies eo isrannoù an doare filmoù-se.

Filmañ Stalingrad e 2013

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne